Salud Solariys,
eh an da glask sikour un tamm dre roiñ un nebeudig traoù, pas kement-se àr liv an amzer met traoù kentoc'h evit ar vugale.
Selaou, selaou
Emañ ar marc'h é kac'h er c'hraou
Kae d'sellet g'ur penn-gouloù
Te 'gavo per hag avaloù !
-------------------------
Glav ha heol, emañ an Diaoul é plañtiñ kaol edan an daol
------------------------
Hai hai d'ar marc'had
Da glac'h botigoù d'ar gad
Ar gad 'deus k'afer a votoù
Hi a sailh dreist ar bodoù !
------------------------
Dodo mino bihan aet e vamm da foar an hañv, da breniñ poupon bihan !
-----------------------
Hei hei ma jav velen kas me da Giberen, da welet ma zad-paeren a zo klañv-bras get an derzhienn (ur fin zo d'an dra-se, un istor get ur pont met n'on ket sur emañ genin)
----------------------
Dodo mino bihan aet e vamm da Sant Julian da glac'h ur vuoc'h ur leue bihan emañ e vamm é tont en-dro ar leue bihan en he barlenn ar vuoc'h en ari ur gordenn !
-------------------------
Dodo paotr bihan aet e vamm d'ar bañ-bañ, da glask boñboñ d'an hani bihan
ar bañ-bañ = an overenn
un eil tamm un tamm skrijus a zo: Aet ar vamm, aet ar laezh, aet ar poupon a-druegezh !
-----------------------------
Setu evit hiniv... met sur a-walc'h e vehe moaien kavout re arall...