 | BREZHONEG AR BOBL - BRETON ER BOBL - Le breton authentique Le breton bio, garanti sans mot chimique ni OLGM (Organisme Linguistique Génétiquement Modifié) |
| | | Auteur | Message |
|---|
Ulwenn Barbotér(éz) / Bavard(e)

Nombre de messages: 17 Léh / Localisation: Bro Leon Date d'inscription: 04/06/2008
 | Sujet: Ar moc'h bihan Jeu 5 Juin - 18:17 | |
| http://media.putfile.com/JM-Le-Scraigne-Ar-moch-bihanUn istor kontet din gant Jean-Marie Le Scraigne. Traoù zo a vank ha traoù all 'meus ket komprenet, pe 'meus ket komprenet mad : etre krochedoù, pe islinnet. Un tamm sikour diganeoc'h a rafe vad d'ar pennad 'meus skrivet : Pa oan-me yaouank, gwechall, oa daw d'ar re yaouank bezañ digourdi, pe en em zibrouilhañ. Me lâr deoc'h ne oa ket 'vel bremañ. Bremañ vez lâret dehe "Debr ha debr!", med pa oan [...] oa ket memes mod, heñ. ‘Ba du-mañ, un tamm ti bihan, gant va zud ne oa ket med un tamm penn-ti, ‘vel vez lâret, diw pe deir buoc'h. Ur vuoc'h… Ur wizh kozh oa memestra. Ha bremañ… Ni oa ur bern bugale hag alies pe du, ur maner oa un tamm pelloc'h. Ar fakteur pa teue n'ae ket tre beket ar maner hag a vije lâret din-me laosk… Laosk, laosk ar c'helachoù ‘ba du-mañ, ha lâr… Te yay da gass… a vije lâret din "Kae da gass […] d'ar maner." Ha pa 'h aen d'ar maner, alies e vije poent pred, a vije tud ar maner, tud pinvidik, o tebriñ traoù vad war an daol hardi, friko patates gant ur bern kig warnañ. […] an dour ‘ba ma genou pa welen an dra-se. Med gwezh ha gwezh ebed e vije lâret din aseziñ da zebriñ un tamm. Oh nann. Kaer… Ne vije ket lâret din. Hag un dewezh, […] aet, me moa lâret dehe : - Ah, 'ba du-mañ zo c'hoariet ur c'hoari an dewezhioù-mañ. - Ah ! Petra zo erru du-se neuse? - Ebeñ, ar wizh kozh 'neus bet moc'h bihan. - Ha petra goude? Ar wizh kozh 'neus bet moc'h bihan. Ha petra goude ? - Oh ya, bet 'neus bet moc'h bihan. Med bremañ ase ‘z eus ur gudenn. - Ah ya ? Pessurt kudenn zo, neuse ? - Ebeñ, bet 'neus bet trizek pemoc'h bihan, ha 'neus ket med daouzek bronn. Ha c'hwi oar awalac'h, toud ar re zo bet o terc'hel moc'h lâr, ar moc'h bihan […] pep hini e vronn neuse ar vronn araog honnezh gwellet ataw honnezh zo bet An hini diwezhañ […] neubeutoc'h a laezh a ranke […] tampir hini gwezh ebed.Setu, me lâr dehe: - Ya. Bet zo bet trizek pemoc'h bihan, ha 'neus ket med daouzek bronn. - Oh, lâr an dud neuse, pesseurt mod a ra an hini n'eus bronn ebed neuse ewid chom bew? - Eh, hennezh a ra evel din-me. Hennezh a rank […] e gof ‘n ur selled ouzh ar re all o tenne ha me amañ rank […] va hini ‘n ur selled ouzh an dud o tebriñ. |
|  | | jolback Vizitour kustum / Habitué
Nombre de messages: 480 Date d'inscription: 23/02/2008
 | Sujet: Re: Ar moc'h bihan Ven 6 Juin - 19:19 | |
| Sed ahe an trañskripsïon bet gwraet ganez, ha diskammet un tamm genin (letrennoù du-druz), matrese zo chomet mankadennoù all c'hoazh war ma lerc'h, daw vo d'ar re all roiñ ur sell a-dost un tamm 'wid gwel' (PS : Plij a ra kalz ar rismodell-mañ din-me, ar fin surtoud (ar gentel), mersi da voud laket 'nehi amañ, plijadur papred é kle'o Jañ-Mari konto rismodelloù  ): | Citation: | Pa oan-me yaouank, gwechall, oa daw d'ar re yaouank be(zañ) digourdi, a-benn 'n-em zibrouilh' heñ. Me lâr deoc'h (ne) oa ket 'vel bremañ. Bremañ vez lâret dehe "Debr ha debr!", med pa oan-me 'oa ket memes mod, hañ. Ba du-mañ, un tamm ti bihan, gant va zud ne oa ken 'med un tamm penn-ti, ‘vel vez lâret, diw pe deir beuc'h. Ur veuc'h… Ur wizh kozh oa memestra. Ha bremañ… Ni oa ur bern bugale, hag alïes pugur (<peogwir) ur maner oa un tamm pelloc'h : ar fakteur, pa teue n'ae ket tre da beked ar maner hag a vije lâret din-me : Lesk... Lesk, lesk ar c'helachoù ‘ba du-mañ, ha lâr… Te 'h ay da gass… a vije lâret din "Kae' da gass da re d'ar maner." Ha pa 'h aen d'ar maner, alïes 'vije poent pred, ha vije tud ar maner, tud pinvidik, 'tibriñ traoù vad deus an daol, hardî, friko patates gant ur bern kig warnañ, oo (ni'n < neuse) teue an dour ba ma ginoù pa welen an dra-se. Med gwech ha gwech e-bed 'vije lâret din « ase'al » da zibriñ un tamm. Oh nann. Kàer… Ne vije ket lâret din. Hag un dewezh memes me oa aet, me lâr dehe : - Ah, ba du-mañ zo c'hoariet ur c'hoari (? all / fall ?) an dewezhioù-mañ. - Ah ! Petra zo erru du-se neuse? - Ebeñ, ar wizh kozh 'neus bet moc'h bihan. - Oh petra goude? Ar wizh kozh 'n deus bet moc'h bihan. Ha petra goude ? - A ya, bet 'n deus bet moc'h bihan. Med bremañ neuse se zo ur gudenn. - Ah ya ? Pe-seurt kudenn zo, neuse ? - Ebeñ, bet 'n deus bet tri-zeg pemoc'h bihan, ha 'neus ken 'med daouzeg bronn. Ha c'hwi oar a-walc'h, toud ar re zo bet 'terc'hel moc'h lâr : ar moc'h bihan, ar re-he 'n dez pep hini e vronn, neuse pa dap ar vronn araog, hounn'zh vije an heni gwellañ 'taw, henn'zh 'zalc'h hounn'zh da beked ar fin. An heni 'nîe an heni diwe'o, henn'zh 'nîe neubeutoc'h a laezh ha 'ranke dalc'hed 'nehi, an heni 'nîe heni e-bed, tampir evintoñ, ha 'nîe gwech ebed. Setu, me lâr dehe: - Ya. bez zo bet tri-zeg pemoc'h bihan, ha 'neus ken 'med daouzeg bronn. - Oh, lâr an dud neuse, pe-seurt mod 'ra an hini n'eus bronn e-bed neuse, da jom bew? - Eh, hennezh a ra eveldin-me. Henn'zh rank karg' e gof ‘n ur selled deus ar re all (é) 'tenañ, ha me amañ 'rank kargañ ma heni ‘n ur wel' an dud o tibriñ. |
Dernière édition par jolback le Mer 11 Juin - 20:41, édité 1 fois |
|  | | jolback Vizitour kustum / Habitué
Nombre de messages: 480 Date d'inscription: 23/02/2008
 | Sujet: Re: Ar moc'h bihan Mer 11 Juin - 15:14 | |
| N'eus ket den da gavoud mankadennoù all ? Hag Ulwenn, kontant out ga'n dra-he ? ab'lam' betra 'peus añrejistret Jañ-Mari ? Ur labour skol-veur ? Un interessamant 'wid langaj Uhelgat ? Ur labour-embann ? |
|  | | Abrobin Vizitour kustum / Habitué
Nombre de messages: 289 Date d'inscription: 20/10/2007
 | Sujet: Re: Ar moc'h bihan Mer 11 Juin - 16:53 | |
| | jolback a écrit: | | N'eus ket den da gavoud mankadennoù all ? |
Pass bern. Martrese : * 'tibriñ traoù vad deuzh an daol * 'vije lâret din ase²al * ‘n ur welled an dud o tibriñ. |
|  | | jolback Vizitour kustum / Habitué
Nombre de messages: 480 Date d'inscription: 23/02/2008
 | Sujet: Re: Ar moc'h bihan Mer 11 Juin - 20:40 | |
| Ya, gwir ar pezh peus klewet. Diskammet eo ba'r post 'meus laket ba'n nec'h bremañ. Mersi dit Abrobin  |
|  | | Ulwenn Barbotér(éz) / Bavard(e)

Nombre de messages: 17 Léh / Localisation: Bro Leon Date d'inscription: 04/06/2008
 | Sujet: Re: Ar moc'h bihan Jeu 12 Juin - 10:19 | |
| Mersi deoc'h ewid ho sell ouzh an destenn. 'Moa ket bet amzer ewid respont c'hoazh. Ya, Jolback, kontant (ha laouen, memes) on gant an dra-se. Kalz gwelloc'h eo : ne oa ket bet aes d'ur paour-kaezh leonad kompren yezh Jañ-Mari. Ewid pezh a sell deus ar gentel eo mad gouzoud piw eo Jañ-Mari Skragn. Deus an Uhelgoad eo, ha bet kuzulier-kêr komunist e-pad bloawezhioù. Lennit "Campagnes rouges de Bretagne" gant Ronan Le Coadic (Skol Vreizh). Añrejistret 'moa Jañ-Mari peogwir e anavezan mad anezañ. Me gave din ne oa ket bet añrejistret (nag embannet) e istorioù berr. Traoù all zo ganin, a vo lakaet war ar forom tamm ha tamm (evel bragoù Yann). Añrejistret oant bet war Mini-disc ha labour zo ewid lakaad an traoù e MP3. 'Meus ket labouret war yezh An Uhelgoad, med kentoc'h war yezh tro Konk Kerne. Kollet eo bet an añrejistramantoù siwazh, med chom a ra ganin an testennoù skrivet e skritur fonetik. |
|  | | jolback Vizitour kustum / Habitué
Nombre de messages: 480 Date d'inscription: 23/02/2008
 | Sujet: Re: Ar moc'h bihan Jeu 12 Juin - 11:37 | |
| Anaoud a ran Jañ-Mari un tamm bihan i'e, bet ameseg din pad pell. 'Peus ket da ve' nec'het, sterd d'an dud deuh ar vro kompren mad toud pezh a lâr Jañ-Mari ab'lam' ma gaoje founnus ha raouiet e vouezh un tamm... Kontant a vefemp toud amañ 'c'hî-mañ kle'o pezh 'peus añrejistret, ha roiñ un tamm chikour dit 'wid trañskriviñ, ma zo moien deomp heh ober 'vel-just. Matrese oa-heñw komunist, med paour oa pé oa yaouank, 'vel kasi toud ar re deuh ar vro, ha din-me eo intéressant ar gentel, pugur oa ar mod-se oa 'wid ar re oa treut o yalc'h gante ba dirag tud pinvidig louss. Aet out da roiñ ur sell war "Foar Nedeleg Ba Uhelgoat", bet kontet din ga Jañ-Mari ha bet laket dre skrid genin ? Mal'ürusamant eo bet kollet an añrejistramant genin, ha neuhe 'meus 'n-im laket da gontañ 'vel eo bet kontet din-me ga' Jañ-Mari, fin essaeet 'meus diantaw. Langaj ma bro an-heni eo eürusamant pe'tram' viche bet sterd a-walc'h, gav din papred. Med an trañskripsïon so sur-sur kar bet 'meus bet ur sapre tamm chikour digant un heni kozh deuh ar vro 'wid be' sur deuh ar pezh a drañskriven. Ha hemañ memes 'na poan da gompren pep gir a-wechoù ab'lam' d'ar vouezh raouiet a teu ga Jañ-Mari |
|  | | Ulwenn Barbotér(éz) / Bavard(e)

Nombre de messages: 17 Léh / Localisation: Bro Leon Date d'inscription: 04/06/2008
 | Sujet: Re: Ar moc'h bihan Jeu 12 Juin - 14:53 | |
| Ya laouen ! Lakaad a rin ar pezh zo ganin, tamm ha tamm. Gwir eo ar pezh a lâres diwar-benn ar re baour, ha me blij din kalz an istor-se iwe, abalamour d'ar gentel. Mad-kenañ eo al labour 'peus gwraet ewid "Foar Nedeleg". Da va soñj 'moa klewet Jañ-Mari kontañ an istor e galleg iwe. Chañs 'peus bet kaout sikour digant unan kozh ewid skrivañ an traoù. Goulennet 'moa sikour digant Jañ-Mari, med hir e kave an amzer. Setu ar pezh en doa lâret din ewid displegañ an istor : " Les trayons de devant étaient les meilleurs : ils avaient plus de lait. Les petits, une fois prise, gardaient leur place." |
|  | | jolback Vizitour kustum / Habitué
Nombre de messages: 480 Date d'inscription: 23/02/2008
 | Sujet: Re: Ar moc'h bihan Jeu 19 Juin - 11:08 | |
| Sed ahe an destenn kasi propr neu'n ('wid boud sklàerroc'h da neb a nije c'hoant da lenn ar gontadenn heb nec'hamant) : Pa oan-me yaouank, gwechall, oa daw d'ar re yaouank be(zañ) digourdi, a-benn 'n-em zibrouilh' heñ. Me lâr deoc'h (ne) oa ket 'vel bremañ. Bremañ vez lâret dehe "Debr ha debr!", med pa oan-me 'oa ket memes mod, hañ. Ba du-mañ, un tamm ti bihan, gant va zud ne oa ken 'med un tamm penn-ti, ‘vel vez lâret, diw pe deir beuc'h. Ur veuc'h… Ur wis kozh oa memestra. Ha bremañ… Ni oa ur bern bugale, hag alïes peogwir ar maner oa un tamm pelloc'h : ar fakteur, pa teue n'ae ket tre da beked ar maner hag a vije lâret din-me : Lesk... Lesk, lesk ar c'helachoù ba du-mañ, ha 'lâr… Te 'h ay da gass… a vije lâret din "Kae' da gass da re d'ar maner." Ha pa 'h aen d'ar maner, alïes 'vije poent pred, ha vije tud ar maner, tud pinvidig, 'tibriñ traoù vad deus an daol, hardî, friko patates gant ur bern kig warnañ, oo (ni'n < neuse) teuie an dour ba ma ginoù pa welen an dra-se. Med, gwech ha gwech e-bed !, 'vije lâret din « ase'al » da zibriñ un tamm. Oh nann. Kàer… Ne vije ket lâret din. Hag un dewezh memes me oa aet, me lâr dehe : - Ah, ba du-mañ zo c'hoar(v)ïet ur c'hoa'i an dewezhioù-mañ. - Ah ! Petra zo erru du-se neuse? - Ebeñ, ar wis kozh 'neus bet moc'h bihan. - Oh petra goude? Ar wis kozh 'n deus bet moc'h bihan. Ha petra goude ? - A ya, bet 'n deus bet moc'h bihan. Med bremañ neuse se zo ur gudenn. - Ah ya ? Pe-seurt kudenn zo, neuse ? - Ebeñ, bet 'n deus bet tri-zeg pe-moc'h bihan, ha 'neus ken 'med daouzeg bronn. Ha c'hwi oar a-walc'h, toud ar re zo bet 'terc'hel moc'h 'lâr : ar moc'h bihan, ar re-he 'n dez pep hini e vronn, neuse pa dap ar vronn araog, hounn'zh vije an heni gwellañ 'taw, henn'zh 'zalc'h hounn'zh da beked ar fin. An heni 'nîe an heni diwe'o, henn'zh 'nîe neubeutoc'h a laezh ha 'ranke dalc'hed 'nehi, an heni 'nîe heni e-bed, tampir ewintoñ, ha 'nîe gwech ebed. Setu, me lâr dehe: - Ya. bez zo bet tri-zeg pe-moc'h bihan, ha 'neus ken 'med daou-zeg bronn. - Oh, lâr an dud neuse, pe-seurt mod 'ra an hini 'neus bronn e-bed neuse, da jom bew? - Eh, hennezh a ra eveldin-me. Henn'zh rank karg' e gof ‘n ur selled deus ar re all (é) 'tenañ, ha me amañ 'rank kargañ ma heni ‘n ur wel' an dud o tibriñ.
Dernière édition par jolback le Dim 22 Juin - 1:00, édité 3 fois |
|  | | gerard Vizitour kustum / Habitué
Nombre de messages: 643 Date d'inscription: 15/04/2006
 | Sujet: Re: Ar moc'h bihan Jeu 19 Juin - 14:57 | |
| ar wi z = la tray (e "gallo") i ùei z (Groe) : sa truie à lui gg |
|  | | jolback Vizitour kustum / Habitué
Nombre de messages: 480 Date d'inscription: 23/02/2008
 | Sujet: Re: Ar moc'h bihan Jeu 19 Juin - 18:04 | |
| a, ya, gwir eo : gwis memes en "interdialectale". Divanket eo bremañ. Bez zo mankadennoù all sur a-walc'h... Hag ur goulenn memestra : ba kreis ar rismodell a lar Jañ-Mari : - Ah, ba du-mañ zo c'hoariet ur c'hoari (? all / fall ?) an dewezhioù-mañ. Den na ouiefe petra lâr-hemañ en-just ?  Frédéric ?  |
|  | | |
| Page 1 sur 1 |
| | Permission de ce forum: | Vous ne pouvez pas répondre aux sujets dans ce forum
| |
| |
| |
|