BREZHONEG AR BOBL - BRETON ER BOBL - Le breton authentique

Le breton bio, garanti sans mot chimique ni OLGM (Organisme Linguistique Génétiquement Modifié)
 
AccueilAccueil  ­FAQFAQ  ­RechercherRechercher  ­S'enregistrerS'enregistrer  ­MembresMembres  ­GroupesGroupes  ­ConnexionConnexion  
Poster un nouveau sujet   Répondre au sujetPartager | 
 

 Div gontadenn e brezhoneg Enez-Eusa

Voir le sujet précédent Voir le sujet suivant Aller en bas 
AuteurMessage
Quevenois
Vizitour kustum / Habitué


Nombre de messages: 676
Léh / Localisation: Breizh-Izel
Date d'inscription: 07/09/2007

MessageSujet: Div gontadenn e brezhoneg Enez-Eusa   Sam 19 Juil - 13:43

Chetu div gontadenn ba breton Eusa. Kavet em eus hè ba Annales de Bretagne (MALGORN, D. (1907), "Traditions d’Ouessant", in Annales de Bretagne XXII, p.214-223), ha zo moaiand kavout àr internet.
M'meus hè skrivet en-dro, chañchet ar skritur en ur glazh chom an tostañ ar gwellhañ doc'h ar skrid-orin (ha zo fonetik e-walc'h), mes tost doc'h ar skritur unvan ivez. Pa oa kaojoù drol 'meus laket ur stumm anavetoc'h 'tre krochedoù.
Ar letrennoù stouet ne vent ket distaget ('meus ket gwraet 'maet huliiñ pezh 'noa skrivet Malgorn, newazh me 'gav genin zo letrennoù 'rall ha ne vent ket distaget, mes hennezh 'neus ket hè merchet tout bar pennad-sen).





Le Petit Chaperon Rouge



Gwichall ‘oa unan bihan oc’h vont da gas amanenn d’e vamm-gozh, hag eh en em gavas èr [=ur] bleiz gantañ, hag a c’houlennas outañ :
- Oc’h vont da beleac’h emout, paotr pihan ?
- Oc’h vont da gas amanenn d’o mamm-gozh.
- Peleac’h ema ti da vamm-gozh-te ?
- Sellit ahount, un ti bihan, un ti taouarc’h.
- Mat, eme ar blei, kea ‘biou an hent-se, ha me a yelo en hent-mañ.

Ar bleiz a lamme dreist ar parkeier hag ar c’hleuchoù, hag a en em gavas a-raok ar paotrig e ti ar vamm-gozh, hag a lazhas anizhi, hag a yeas er gwele en he flas. Pa voe en em gavet ar paotr, e sko ôr [=war] an or, hag e lavar :
- Mamm-gozh, digorit an or diñ.
- Moustr ôr an tipotap, va mab.

Ar paotr a voustre, mes n’helle ket digeriñ ; hag e krie ouc’h e vamm-gozh :
- Mamm-gozh, n’ouñ ket kapabl
- Moustr kalet ôr an tipotap, va mab.

Erfin e c’hellas digeriñ an or.
- Peleac’h e vezo lakeat an amanenn, mamm-gozh ?
- Laka anezhañ aze en daol, mab. Naoun ac’h eus, va mab ? Trouc’h bara, ha kea da gerc’hat kig eus ar j-charnel.

Ar c’hazh a yoa ôr ar piler, hag a grie : Ec’h ! Ec’h ! dibriñ kig e vamm-gozh !
- Mamm-gozh, ar c’hazh a lavar : « ec’h, dibriñ kig e vamm-gozh ! »
- Sko gantañ, mab, sko gantañ. Sec’hed ac’h eus ivez, mab ? Mat, kea d’ar varrikenn da evañ gwin.

Ar c’hazh a grie adarre : Ec’h ! ec’h ! evañ gwad e vamm-gozh !
- M’en lazho, mab, m’en lazho. Riou ac’h eus ivez, va mab ? Mat, deus er gwele amañ, da dommañ.

Hag ar paotr a lavare : C’hwi az peus daouzorn bras ovat [avat], mamm-gozh !
- Evit labourat buen [=buan], mab, evit labourat buen.
- C’hwi ‘peus treid bras avat, mamm-gozh !
- Evit bale buen, mab, evit bale buen.
- C’hwi ‘peus daoulagad bras avat, mamm-gozh !
- Evit gwelet a-bell, mab, evit gwelet a-bell.
- C’hwi ‘peus diskouarn bras avat, mamm-gozh !
- Evit klevet a-bell, mab, evit klevet a-bell.
- C’hwi ‘peus ginoù bras avat, mamm-gozh !
- Evit dibriñ buen, mab, evit dibriñ buen.

Ha c’hap ! ar bleiz a lounkas ar paotr dioc’htu, en èr c’hinaouad.






TRANT



Gwichall ‘oa unan hag a yoa [=a oa] marv e dad tregont miz a-raok ma’z oa deuet ôr an douar ; hag ez oad nec’hed o klask goût peseurt anv da reiñ dezhañ ; hag ‘oa lavaret en lakaat « Trant ». Dre ma roed boued dezhañ e kreske ; ha gwellañ tra a gave ‘oa kwign ; hag e vamm a ranke klask an danvez d’en ober.

Dre forzh dibriñ kwign, ar paotr a yoa deuet da vezañ bras ; hag e vamm a lavare e rankche mont da c’hounid e voue ; rak èn debreur mat ‘oa. Ha Trant a lavaras ober e z-sac’h dezhañ da vont e rout ; hag ‘oa destumet e dammig traoù dezhañ en èr jañsounenn, ha lakeat dezhañ èr gwign en e askre. Pa voe eat èr pennad, e-kichen ar c’hleuz en doa debret e gwign. Sevel a reas naoun gantañ, ha ne ouie ket pe du mont. Hag e klevas mañsounerien oc’h ober èn ti nevez ; hag eñ mont da c’houlenn bezañ tavareur. Edod oc’h ober palankoù da z-sevel èr mean bras-bras ôr ar chafot. Ha Trant a lavaras ne g’oa ezhomm abet da ober an aparailhoù-ze evit sevel ar mean ; ha kregiñ ennañ, ha teuleur anezhañ dôr [=diwar] an douar ôr ar chafot. Ar chafot a gwezhas [=gouezhas] en traoun ha terriñ o desker [divesker] da zaou pe dri. An itroun a yoa nec’het o klask goût penaos en em zizober dioutañ, hag a z-souñjas ma viche kaset d’an ifern da gerc’hat èr c’harrad aour hag arc’hant. Mes Trant a lavaras e ranke kaout èr c’harr, kezeg outañ, hag èr fouet houarn hag a bouezche pemp kant lur. Hag ‘oa great ar pezh a c’houlenne, gant gras bezañ pare dioutañ. Hag eñ en e rout. Pa oa en em gavet e toull dor an ifern, e c’houlennas digor ; hag ‘oa goulennet :
- Pev a zo aze ?
- Trant, emezañ.
- Ah, eme an diaoul, digor buen ; tregont asamblez !
- Me, eme Drant, a zo deuet da gerc’hat èr c’harrad aour hag arc’hant.

Hag ‘oa lavaret ne viche ket roet. Ha Trant, gant e flip ôr-lerc’h Paolig. Paolig, pa z-sante an taolioù flip o kwezhañ ôr e lêr, a lavaras kargañ buen e garr da Drant, m’az ache e-meaz. Ha Trant e rout gant e garrad.

Pa en em gavas, ‘oad nec’hetac’h gantañ negit [=eget] gant e garrad. Ha neuzeu an itroun a lavaras kas anezhañ en-dro d’an ifern, da gerc’hat fri an diaoul kozh dizhi. Trant a lavaras e rankche kaout èr mas hag a bouzeche pemp kant lur, hag èr c’hevel hag a bouezche kemend-all. Roet dezhañ e draoù, hag eñ en-dro ; ne viche ket pell oc’h vont, pa ouie an hent. Pa voe en em gavet e-tal an or, e c’houlennas digor.
- Pev a zo aze ?, eme ar porcher.
- Trant !

Hag ‘oa kriet dont holl da herpañ an or. Mes Trant pa ne zigored ket dezhañ, en em lakeas gant e vailh da vroustañ an or. Hag edod tout a-dreñv an or oc’h herpañ. Pa welas Trant an hini kozh, e krogas gant e gevel en e fri. Ha Paolig a grie mizer ; mes null ‘oa ; Trant a yoa krog mat. Ar rell a deuas da gregiñ e lost Paolig, hag e teuchont holl, krog an eil e lost egile. Pa oa en em gavet e-kichen dor ar maner, e krie dont da j-sikour ; mes e-leac’h mont da j-sikour, eo prennañ an nor outañ a read. Ha Trant ober èl lamm ôr e si ôr ar vur ; mes delc’har mat a rea da fri an hini kozh. A-barzh ar fin, e tistagas ar fri, hag e kwezhas ôr e gein er porzh. Neuzeu an itroun a lavaras dezhañ, pegement a goumanant a ranke da gaout evit mont kuit. Ha Trant n’en doa k’afer nag aour nag arc’haont da gas gantañ d’ar gêar, a ranke kaout ed. Deuskeuzet [=diskouezet] en doa peger bras e ranked ober ar z-sac’h evit kargañ an ed, ha n’oa ket bet a-walac’h gant èl lestr evit er c’hargañ, ‘oa ranket prestañ èn all c’hoazh. Pa voe en em gavet Trant gant e z-sac’h er gêar, en doa lavaret d’e vamm dont da z-sellet petra draoù a yoa. Mes Trant en doa naoun.

- N’eus netra da zibriñ en ti, emezañ.
- Eo, eme e vamm, èr gwign a zo aze en daol.

Keit ha ma edo e vamm oc’h ober an dro d’ar z-sac’h, Trant a yeas da glask e gwign ; ha pa grogas enni, ‘oa èl logodenn e-barzh, hag a lammas en e askre. Ha kement a spount en doa bet, ma varvas gant e aoun.
Revenir en haut Aller en bas
Voir le profil de l'utilisateur
Frédéric
Vizitour kustum / Habitué


Nombre de messages: 856
Date d'inscription: 20/08/2007

MessageSujet: Re: Div gontadenn e brezhoneg Enez-Eusa   Sam 19 Juil - 15:47

Deus ar c'hentañ !
Le mot "askre", je me souviens l'avoir appris lors de thèmes (qqch sur la conscience, de la peine : poan war e askre).
Je l'ai jamais entendu en Ki ou Gw. Qqun l'a-t-il entendu qqu part ?
Revenir en haut Aller en bas
Voir le profil de l'utilisateur
Quevenois
Vizitour kustum / Habitué


Nombre de messages: 676
Léh / Localisation: Breizh-Izel
Date d'inscription: 07/09/2007

MessageSujet: Re: Div gontadenn e brezhoneg Enez-Eusa   Sam 19 Juil - 18:06

Diwezhatoc'h e lhakin div gontadenn 'rall dia Bouskorn ivez (Pont-Skorff ba galleg, ba Bro an Oriant), tennet dia'r mem kazetenn.

'Meus ket klevet "askre" ivez mod 'rall. Ba Enez-Eusa zo chomet traoù kozh, rhevet an dailh (stumm dic'hour ban amzer baset, da skwer, 'vez ket klevet pikoei ken).
Revenir en haut Aller en bas
Voir le profil de l'utilisateur
douar_nevez
Vizitour kustum / Habitué


Nombre de messages: 147
Date d'inscription: 14/09/2007

MessageSujet: Re: Div gontadenn e brezhoneg Enez-Eusa   Sam 19 Juil - 19:10

Mersi bras deoc'h Quevenois . Smile
Revenir en haut Aller en bas
Voir le profil de l'utilisateur
Quevenois
Vizitour kustum / Habitué


Nombre de messages: 676
Léh / Localisation: Breizh-Izel
Date d'inscription: 07/09/2007

MessageSujet: Re: Div gontadenn e brezhoneg Enez-Eusa   Sam 19 Juil - 20:32

Nitra Smile
Revenir en haut Aller en bas
Voir le profil de l'utilisateur
 

Div gontadenn e brezhoneg Enez-Eusa

Voir le sujet précédent Voir le sujet suivant Revenir en haut 
Page 1 sur 1

Permission de ce forum:Vous ne pouvez pas répondre aux sujets dans ce forum
BREZHONEG AR BOBL - BRETON ER BOBL - Le breton authentique :: Istoérieu é breton - Istorioù e brezoneg - Histoires en breton-
Poster un nouveau sujet   Répondre au sujet