 | BREZHONEG AR BOBL - BRETON ER BOBL - Le breton authentique Le breton bio, garanti sans mot chimique ni OLGM (Organisme Linguistique Génétiquement Modifié) |
| | | Auteur | Message |
|---|
jolback Vizitour kustum / Habitué
Nombre de messages: 480 Date d'inscription: 23/02/2008
 | Sujet: Istor trist ha gwir Lun 5 Oct - 0:07 | |
| Sed ahe un eil istor, gwir ar wech-mañ, bet kontet din ga Denise deus Kergrist Moëlou é chom ba Rostrenn, mamm-gozh ma gamarades. Un istor kozh a-walc'h an-heni é, ha trist hardi... Cheñchet é bet an anoioù 'vid nompass nec'hañ tud zo. Da jilaou amañ Ba Kergrist oè or pôtr yowank ha' oa or c'hañfard, ha he'zh oè gard war 'r c'hoet ba Kergrist, heñ oè didan an noblissite, garde forestier 'vel vé laret in galleg. Ha he'zh oè selibatèr ha noè tapet or plac'h yowank, deus Kergrist, d'ond da vatezh devetañ. Chik oa-hi è, med powr oè, ha noa gwraet or vestres deushei, prometet noè dehi vise demeet gantehi. Pad tri bloa 'mañ bet i vestres, ha erru da dougin deushañ. Ha pé ma erru da zougin, eh beñ neus lesket 'nehi da goueel, houlle ket deushei kin. Kar oè ket pin'ig, ha neu'n neus anet on ell. Ha un' ha oa pin'ig, tresset fall oè med pin'ig oè, ha plij a rê 'nehi gantañ, ha setu oè demeet ga' hoñ'zh. Ur « vrann du » vise gwraet deushei, kar brun oè-hi, du oè-hi, blew du ha livet du oè, ha oa hañiet « ar vrann du ». Ha oè demeet ga' hoñ'zh, ha lesket ar powr-kaezh plac'h yowank ba'r vezh ha ba'n dismegañs. Ha hoñ'zh noa displijedur, ha plij a rê he'zh dehi, ha pen oè demeet gantañ oè prest-hi da vhollo ga'n displijedur ha noè joñjet un noñz, eh beñ « me zo 'hond da lak an tan warnehe », ha oa weit. Ha chouk an tan ba'n ti, ha ba'r c'hraou. Ar loned, ar zaout 'veugle, ha 'r re-mañ oè divunet kreis an noñs ha oa an tan ba'n ti. Neu-int bet touljust an amzer da sortïo deus an ti, dond maes deus an ti, ha oè an tan ba'n ti.
An de war-lerc'h himañ noa choñjet dustu piw na gwraet se d'hañ pé oare a-walc'h re petra na gwraet a-raog. Ha noa joñjet : « Louise », vije gwraet deus ar plac'h yowank koant-mañ, ha noè gelvet jañdermed, da vintin pé oaint savet. Ha deit ar jañdermed ha pa oaint erruet, goull gantañ ma soupsone on den bennaket.
- O ya, me soupsona Louise (meus ket joñj pessort Louise vise gwraet deushei, med Louise oa e hano bopred)
Ha setu n'oa ket soupsonet hañi e-bed 'hend-ell, pé noa ket mann e-bed da 'n-om reprochiñ 'hend-ell meshi. Ha'r jañdermed oa aet da gaoud Louise, pé oaint kerc'het da gaoud 'nehi, hi noè ket skoechet, laret noè :
- Ya, mi meus chouket 'n tan warn'he, kar laket 'neus 'ha'on ba'n disvegañs, roull 'neus 'ha'on ba'r lous... meus ket keuñ voè laket an tan warn'he, kar lesket 'neus 'ha'on ba'r vezh ha on 'tougen or bugel deushañ.
Setu, ar jañdermed noè tapet 'nehi neu'n, ha laket o menotoù dehi, ha kasset Louise gante da Rostrenn, menotet gis-se, ha digasset anehi da'r jañdarmiri da Rostrenn. Ha oa chomet ase neu'n, oh c'hwerc'h mis a-peu-prè, ba'r jañdarmiri. Ha neu'n oa bet kasset d'an tribunal. Ha ba'n tribunal, himañ oè pin'ig, oè ba didan an noblissite, ha'n noblissite jekoure ar re vise didanne, ma blijent dehe. Ha he'zh vise reit rêson d'hañ, reit tor d'ar paour-kaezh plac'h, ha c'hoazh goude oè male'rus. Ha ur juj oa toud ha oè eneb dehi 'kaos noa laket an tan, ha hih alvokad noè sa'et i vouezh pé wele pessort mod oa-hi ba'n disvegañs ha pegen trist oè, ha noa bet true deushei, ha noè laret dehoñ :
- C'hwi peus lesket or plac'h yowank ba'n disvegañs, ha louset 'nehi, ha 'mañ male'rus, goude poa prometet dehi boud demeet gantehi. Med se dougo ket chañs dac'h!
Med bopred oè kondaonet ar plac'h yowank da pemp ploa war'n-ugent ba galïoù. Setu pé oè reit ar sañtañs, hih alvokad noè laret d'hañ :
- C'hwi, pôtr, ve reit rêson dac'h ba'r bed-mañ, an tribunal ra rêson dac'h ba'r bed-mañ, med ba'r bed ell, an Otrou Doue rey ket rêson dac'h. Ase reket pêo pezh peus gwraet, kar c'hwi 'n-heni é ar c'hriminel, n'é ket hi!
Bon, kasset oè-hi d'ar galïoù, ha noa bet hi bugel ba'r galïoù, neu'n oa ganet ba'r galïoù. Ha neu'n, oaran ket, noa ket gallet-hi disoc'ho hi femp ploa war'n-ugent, ha oè mar'. An heni bi'n oa laket ba'n Assistance Publique
Ha war-lerc'h neu'n, himañ tae da joñj d'hañ deus pezh noè laret an alvokad d'hañ, ha oè ket trankil, pad ar rest deus i amzer noè ket bet plijedur kin. Ha erru oa da vervel med pé oa erru da vervel oa gwraet un interamant première classe gantañ, 'vel vise laret. Beka neu'n vise interamañchoù, re bowr vise ket kalz a don 'vite, me re pin'ig vise ur sakre tralala ha laket an ornemañchoù du ha'n traoù ba'n ilis. Ha 'vid himañ oa toud première classe. Pé oa disoc'het an interamant, pé oa weit an dud, pé oa deit 'n dud maes an ilis, ar c'horbilhar oa ba toull an ilis 'hostos d'ond, maes. Ha p'emañ deit ar c'horf maes zo savet avel, med avel vholl ! Ken noa bec'h an dud chom 'n o sa ba'r vered kozh, ha tokoù 'r bôtred 'h ê ga'n avel ken oaint ket 'vid delc'hen 'nehe war o vhenn pé vise eit tokoù izhpenn 'vid daou c'hant metr deus lec'h oaint. Ha 'oa ket kap an dud a-walc'h da jom 'n o sa, oa red dehe chom krog ba'r lec'h ma oaint plesset 'benn chom 'n o sa.
Med oè ket interet heñ ba Kergrist, digasset oa bet d'interiñ ba Rostrenn. Ha het-ha-hed ga'n hent, 'heuliañ ar c'horbilhar, oa ket bet 'med avel vholl het-ha-hed 'vel un ouragañ. Ha tud oè war bord hent Rostrenn oa red dehe boud laket o divrec'h en-dro d'ar gwe da 'n-om dalc'hen, betamant visent eit penn ga'n avel. Ha beñ, an dud noè laret :
- « Santilan » zo aet ga'n Diaoul!Michañs a blijo an istor doc'h 'velkent  EDIT : Divanket diwar pezh neus laret Frédéric din, mersi dehoñ 
Dernière édition par jolback le Mer 7 Oct - 18:25, édité 5 fois |
|  | | Kado Vizitour kustum / Habitué

Nombre de messages: 468 Date d'inscription: 19/05/2007
 | Sujet: Re: Istor trist ha gwir Lun 5 Oct - 8:58 | |
| Braw ew, ya, ha skrived fin eid lakaad ar lennour da nim dostaad doc'h ar fesson da gaojal. Drol ew diñ ur sort gweled penoas vez gwaed ged "oè" ha "oa" bar mem frasenn. - Ex : Ba Kergrist oè or pôtr yowank ha' oa or c'hañfard ; himañ noa choñjet ; bopred oè kondaonet ar plac'h yowank etc. Petra zo kaos vez grwaed mod-se ? Boud zo geriow ha modellow gaojaj yac'h ewe : - touljust (an amzer da) - (da'r) jañdarmiri - (hih) alvokad - (25 ploa ba) galïoù - (Pé oa) disoc'het (an interamant) Hag ur tamm diaes ew diñ komprenn ar frasenn-mañ : - Ha neu'n, oaran ket, noa ket gallet hi disoc'ho hi 25 ploa, ha oè mar'. "disoc'hiñ" zo hañval doc'h "achiwiñ" ? Modarall, mersi deoc'h. Kado.
Dernière édition par Kado le Lun 5 Oct - 13:53, édité 1 fois |
|  | | jolback Vizitour kustum / Habitué
Nombre de messages: 480 Date d'inscription: 23/02/2008
 | Sujet: Re: Istor trist ha gwir Lun 5 Oct - 10:28 | |
| | Kado a écrit: | Braw ew, ya, ha skrived fin eid lakaad ar lennour da nim dostaad doc'h ar fesson da gaojal.
Drol ew diñ ur sort gwelled penoas vez gwaed ged "oè" ha "oa" bar mem frasenn. - Ex : Ba Kergrist oè or pôtr yowank ha' oa or c'hañfard ; himañ noa choñjet ; bopred oè kondaonet ar plac'h yowank etc. Petra zo kaos vez grwaed mod-se ? |
N'oun ket sur, me houmañ a ra ga "oè" pé teu an traoù 'n ur mod naturel, ha "oa" pé teu c'hoant dehi tostaad deus ar "vrai breton", heni bro-Leon (an ilis), 'vel oa bet laret 'vid pezh é ar gontadenn all bet kontet gati. N'é ket miret d'ober mod-mañ.
| Kado a écrit: | Boud zo geriow ha modellow gaojaj yac'h ewe : - touljust (an amzer da) - (da'r) jañdarmiri - (hih) alvokad - (25 ploa ba) galïoù - (Pé oa) disoc'het (an interamant)
Hag ur tamm diaes ew diñ komprenn ar frasenn-mañ : - Ha neu'n, oaran ket, noa ket gallet hi disoc'ho hi 25 ploa, ha oè mar'. "disoc'hiñ" zo hañval doc'h "achiwiñ" ?
Modarall, mersi deoc'h.
Kado. |
DISOC'HIÑ = ACHUIÑ ya.
"et donc, je ne sais pas, elle n'avait pas pu finir ses 25 ans qu'elle mourut." |
|  | | Furlukin Vizitour kustum / Habitué
Nombre de messages: 93 Léh / Localisation: Kreiz Breizh Date d'inscription: 28/04/2007
 | Sujet: Re: Istor trist ha gwir Lun 5 Oct - 10:49 | |
|
Domaj eo lâr eo skrivet an traoù gant chifroù, kar ne weler ket pesort mod 'deus lâret : "hi femp...", "hi bemp..." ? |
|  | | jolback Vizitour kustum / Habitué
Nombre de messages: 480 Date d'inscription: 23/02/2008
 | Sujet: Re: Istor trist ha gwir Lun 5 Oct - 11:17 | |
| An añrejistramant zo bet laket 'vid chilaou just a-walc'h. Ha neu'n, oaran ket, noa ket gallet-hi disoc'ho hi femp ploa war'n ugent, ha oè mar' Cheñchet é bet an traoù ba'n nec'h bremañ neuhe. |
|  | | Frédéric Vizitour kustum / Habitué
Nombre de messages: 856 Date d'inscription: 20/08/2007
 | Sujet: Re: Istor trist ha gwir Lun 5 Oct - 18:47 | |
| Super, Jolback, n'étaient quelques erreurs de transcription. Pour "oe" et "oa", je ne suis pas sûr qu'il faille y voir une influence du breton du Léon. En Wi, quantité de locuteurs alternent les deux formes. |
|  | | jolback Vizitour kustum / Habitué
Nombre de messages: 480 Date d'inscription: 23/02/2008
 | |  | | Frédéric Vizitour kustum / Habitué
Nombre de messages: 856 Date d'inscription: 20/08/2007
 | Sujet: Re: Istor trist ha gwir Lun 5 Oct - 19:06 | |
| Avec plaisir, voici pour le début : Ba Kergrist oè or pôtr yowank ha' oa or c'hañfard, ha henn'zh [he’zh] oè gard war 'r c'hoet ba Kergrist, heñ [pe’ir > peogwir] oè didan an noblissite, garde forestier 'vel vé laret in galleg. Ha henn'zh oè selibatèr ha noè tapet or plac'h yowank, deus Kergrist, d'ond da vatezh davetañ [devetañ]. Chik oa-hi [hoñ eus, chik ‘oe-hi è], med powr oè, ha noa gwraet or vestres deushei, prometet noè dehi vise demeet gantehi. Pad tri bloa 'mañ bet i vestres, ha erru da dougin deushañ. Ha pé ma erru da zougin, eh beñ neus lesket 'nehi da goueel, houlle ket deushei kin. Kar oè ket pinv'ig, ha neu'n neus aneet [anet] on ell. Hag un' oè [un ha oa] pinv'ig [pin’ik], tresset fall oè med pinv'ig oè, ha plij a rê 'nehi gantañ, ha setu oè demeet ga' honn'zh. Ur « vrann du » vise gwraet deushei, kar brun oè-hi, du oè-hi, blew du ha livet du oè, ha vise hanwet [ha ‘vize, ‘oa hañiet] « ar vrann du ». Ha oè demeet ga' honn'zh, ha lesket ar powr-kaezh plac'h yowank ba'r vezh ha ba'n dismegañs. Ha honn'zh mond en displijedur [hoñ’zh ‘noa displijedur], ha plij a rê henn'zh dehi, ha pé oè demeet [j’entends : pe oe, pen oe] gantañ oè prest hi da vhollo ga'n displijedur ha noè joñjet un noñz, eh beñ « me zo 'hond da lak an tan warnehe », ha oa weit. Ha chouk an tan ba'n ti, ha ba'r c'hraou. Ar loned, ar zaout 'veugle, ha 'r re-mañ oè divunet kreis da'n noñs [kreiz an noñz] ha oa an tan ba'n ti. Neu-int bet touljust an amzer da sortïal [sortio] deus an ti, dond maes deus an ti, ha oè an tan ba'n ti. |
|  | | jolback Vizitour kustum / Habitué
Nombre de messages: 480 Date d'inscription: 23/02/2008
 | Sujet: Re: Istor trist ha gwir Lun 5 Oct - 19:29 | |
| Mersi dit, gwir toud pezh peus divanket ahe. Med ga'd on dra on chomet nec'het ba penn kentañ an istor : | Frédéric a écrit: | | heñ [pe’ir > peogwir] oè didan an noblissite, |
Meus ket klevet ar "pe'ir"-mañ, hadchilaouet 'meus un dro 'darre, med n'on ket deut a-benn da gleo ar gir-mañ...
Petramed ba'r rest deuh an istor zo traoù ha meus ket trañskrivet anehe just-ha-just 'vel neus disklipet, ar sandhi surtout (lakomp : tehe <-- dehe). Dalc'het meus ar sandhi 'vid serten girioù, important (din-me papred), a-sort gant "bloa / ploa", med meus ket gwraet 'vid ar re all. |
|  | | Frédéric Vizitour kustum / Habitué
Nombre de messages: 856 Date d'inscription: 20/08/2007
 | Sujet: Re: Istor trist ha gwir Lun 5 Oct - 19:34 | |
| C'est vrai que c'est tout sauf clair, et que ça se trouve ce "pe'ir", je l'ai inventé. Il faudrait que je puisse écouter avec des écouteurs, ce que je ne peux faire. Tu as l'air d'avoir du bon matériel pour enregistrer, c'est quoi ton appareil ? (si c'est pas indiscret) |
|  | | jolback Vizitour kustum / Habitué
Nombre de messages: 480 Date d'inscription: 23/02/2008
 | |  | | |
| Page 1 sur 1 |
| | Permission de ce forum: | Vous ne pouvez pas répondre aux sujets dans ce forum
| |
| |
| |
|