BREZHONEG AR BOBL - BRETON ER BOBL - Le breton authentique

Le breton bio, garanti sans mot chimique ni OLGM (Organisme Linguistique Génétiquement Modifié)
 
AccueilAccueil  ­FAQFAQ  ­RechercherRechercher  ­S'enregistrerS'enregistrer  ­MembresMembres  ­GroupesGroupes  ­ConnexionConnexion  
Poster un nouveau sujet   Répondre au sujetPartager | 
 

 Tan ba'r bern plouz

Voir le sujet précédent Voir le sujet suivant Aller en bas 
AuteurMessage
Invité
Invité



MessageSujet: Tan ba'r bern plouz   Dim 19 Aoû - 22:53

Sed ahè un transkripsion med na vo ket laket an anrejistramant pé-gwir é bet kollet ar gassetenn genin Embarassed


- Un abardé oa krog an tan ba’r bern plouz, an dud oa oh ober labour toud, med memes-tra n-eu’-int gwelet ur vogedenn o sevel, ha pé m-amp gwelet ur vogedenn o sevel oamp êt da wel’ pe-tra oa, ha neuhè m-amp komprenet la oa an tan ba’r bern plouz, hag ar bern plouz oa tost-tre d’an tïer, setu m-amp owen la vije êt an tan deus ar bern plouz ba’n ti. Setu, neuze, m-amp gelvet re ar bourk da lak’ ar hloh d’ond en-dro ‘vid gelved tud d’ond da jikour aha’on da la’o an tan. Deu’t oa tud deus par-toud, bé oa tud deus par-toud, dond a rê gate, lod ‘teuie ur gordenn gate, lod all ‘teuie kilornou, ha neuhè oamp deu’t a-benn d’ober teir chadenn evi’ kass an dour da bek' ar bern. Ur chadenn evid bep puñs, pé-gwir d’ar mare-se na oa ket tonneier-dour ‘vel zo bremañ. Setu oa un’, dow, ba beb puñs o tenna dour deuz ar puñs, ha vije paseet ar hilornou dre ar chadenn tre da beked ar bern plouz. Ar re oa tre ba-kichenn ar bern plouz ha n-a laket ur skeul ba bep tu d’ar bern evi’ chet’ an dour dre war-horre, a-benn ar fin oam deu’t memes-tra a-benn da ziminui ‘nehoñ. Med ga’ poagn ha tra-wa’h ! oamp deu’t a-benn da la’o an tan, med an dra-hè oa padet hirroh ‘vid m-o kontet deoh ahè, pé-gwir, sur a-wa’h, oa padet ar labour-se un eur pe un eur-hanter, oam bet é tenna dour, ha kass ‘n dour da chéta war ‘r plouz.

- Braz oa ar bern plouz pe… ?

- Ar bern plouz oa braz, hir ‘hañw, ya. D’ar mare-se ‘oa ket hangariou da lak’ ar plouz vèl zo brema. Toud ar plouz, ha toud ar foenn vije gwrêt bernien deuz oute ‘mêz. Setu oam deu’t a-benn da ziminuï ha da ziminuï an tan ; a-benn ar fin oam deu’t a-benn da la’o ‘nehoñ. Med bet m-amp bet un owen braz oamp, m-amp, la vije bet êt an tan ‘barz an tïer, ha neuhè ba’n hangariou oa tost-tre d’ar bern plouz, hag ar bern foenn oa ket pell i’e, ma vije bet krog an tan ba’r bern plouz ha ba’r bern foenn, neuhè vije bet gwrêt un tantad braz, ha vije bet impossubl dom la’o ‘nehoñ. Med gant ar gourach, ga’ chikour deus tud deuz a-bell oam deu’t a-benn deuz outoñ. Med stèrd oa bet. Me lar zo dit la oam gwléb-gwléb-teil oam toud, ‘benn oa echu : gwléb-toud o dreid, gwléb-toud o rochedou oa, hag o zillad : toud oaint gwlébet. Med deu’t oamp a-benn memes-tra da la’o ‘nehoñ, ga’ poan a-wa’h !.

- Ha, êt toud ar bern plouz da ludu pe… ?

- ‘Oa ket, ur penn d’ur bern oa chomet mad.

- A ya, memes-tra…

- Ya, oa chomet mad memes-tra. Ya, pé-gwir m-amp ampechet an tan da gontinuï ga’r plouz. Ha tamm-ha-tamm oam deu’t a-benn da…

- … da la’o an tan…

- Da la’o an tan ya.

- Ha pe-tra p-a gwrêt just a-wa’h war-lerh… … an trôw kwa, ga’r re all deu’t deuz ‘n dro ?

- Beñ neuhè oa, ga’r re-all oa deu’t ga’ ferier, ha neuhè, ga’ krogou m-amp distantet ar plouz, mad, toud deus ar bern, pé-gwir m-amp owen la vije bet chomet takadou matrès' ba-kreiz ar bern, ha vije bet tan-moug ‘barz, ha m-ijemp ket bet gwelet-hañw ken vîe partïet mad an tan...

- En-dro...

- ... An tan en-dro ya. Set', pé oa dispaket toud ar plouz ha toud an trôw laket war ar leur ‘n ene, neñ oa chet’ an dour warne-toud, ha oam deu’t a-benn a’ mô-se da la’o toud an tan.

- Ha anaoud a rês tou’n dud oa ganez ba plouïe, deuz an terouar ?

- Anaoud an dud, ya, tou’n dud ‘n om anée ba’r hêriou deus an dro, dre amañ kwa. Deus Plouie.

- Toud deus Plouie, na oa ket tud deuz ‘n Uhelgoat pe Brennilis pe... ?

- A ya, d’ar mare-se na oa ket pomperien vèl zo brema. Brema vé ket gwrêt ‘méd lak’ ar sirenn en-dro hag ar bomperien teu, ga’d o hamïon-dour, ha toud vé chétet dour, med d’ar mare-se na oa ket pomperien, na kamioniou ‘oa ket i’e da charrea dour vèl zo brema.

- ‘Oa ket heñchou vèl brema evid...

- Nann, da genta-toud ‘oa ket heñchou d’ond, pé-gwir ‘oa ket heñchou-praz d’ond, ‘oa ket heñchou braz vèl bremañ, meinet, d’hond da toud ar hêriou. Ha ni’n oa un’ deuz oute, oa un’ meinet e-béd d’ond d’ar gêr ama. ‘Oa ken ‘méd heñchou-treuz toud d’ar mare-se d’ond d’ar hêriou. Setu, na vanke kalz mugnoh amzer d’an dud d’errued hañ !. Med pé-gwir d’ar mare-se ‘n om jikoure an dud douz-tu pé vije un dra mannaket, tou’n dud oa deu’t... deus pell oa deu’t lod memes i’e da jikour aha’mp da la’o an tan.

- Ha brema n’é ket memes-tra kin ?.

- Ha brema n’é ket memes-tra kin, brema zo pomperien, ha bé zo kamionou-dour, ha tuiojou, ha bep seurt trôw toud. Med memes-tra m-amp bet ur spontadenn, pé-gwir ‘soñje dèm vijemp ket a-benn da la’o ‘nehoñ. Ha ma vije bet an tan ba’n hangariou ha ba’n tïer, neñ oa echu-toud d’ar gêr kwa, pe bet roastet toud an trôw.

- Ha, alïes vije trôw a’ mô-se ? An tan ba’r bern plouz...

- Oo, vije ket re alïes a. Ur wech dre vare, a-wechou vîe ar bern plouz, a-wechou all vîe ar bern foenn, med alïes pé zigouée, beñ, vije devet ar lod brassa deuz oute. Set', ba’r feurm vije da-houde, na vê nintra e-béd da roi d’ar loned da zibri.

- Ha pe-tra vîe gwrêt just a-wa’h war-lerh ? Un dastum-arhant pe un dastum-foenn, dastum-plouz ‘vid chikour an dud pe...

- O, alïessoh vije gwrêt un dastum-foenn, pe plouz, ‘vid chikour an hini vije devet an trôw-se dehoñ.

- Ha bet p-euz bet dija un tamm chikour a’ mô-se, pe rôet p-euz trôw d’an dud ?

- Ya. Ur wech m-a rôet foenn ‘vid mond d’ar sud deus Bro-Frañs. D’ar mare-se oa bet un dommijenn ba’r sud, ha oa roastet toud an trôw oa, n-oa-int ket foenn a-wa’h. N-oa-int ket foenn a-wa’h kin, êt oa gwrêt un dastum da gass dè’. Ha oa bet un’ ga’d e garr é passeal ‘biou, ha da-houde oaint passéet d’ar hamïon braz d’hond da ziskenn war-zu’g ar sud deus Bro-Frañs.

- A ya. Pe-vare oa ?

- O, brema zo, o martèse, o pemp war’n-ugent pe tregont 'là ‘so matrèse, ya.

- ‘Oa bet tomm...

- Ya, tomm-rû oa bet ba’r sud deus Bro-Frañs, ya. Set’, ar labourerien-douar n-a ket boued kin da roi d’ar loned.

- ‘Oa ket bet goulennet diga’r gouarnamant, pe vije bet dessidet an dra-hè ga’ ... ?

- O nann, n’oûnn ket ama ba Bro-Breiz, ama oa despunet foenn da gass dè’ ‘vid chikour anè’, ‘vê ket dihanet ken vije deu’t ar peuri ba an douar adarre.

- Ha dit-te, n’eus ket bet trôw a’ mô-se ? Beñ, devet toud an trôw, da-lared-é ba’n hangariou ha lèh vije ar plouz a-wechou.

- A nann, pass dre ama. ‘M-euz ket gwelet an dra-hè errued. ‘M-euz ket gwelet ‘méd, bremañ zo pemp pe hwèh 'là so, ur hlud-yér oa devet amañ ba-kichenn matrèse : ur hilometr deuz kêr amañ, oa roasted un nebeud amzer, ya.

Kaojeadenn ga’ P-M. Guillou ba Plouie tri bloà so.


Laret ho sonj(ou) 'ta neuhè Smile

war an destenn vèl-just Wink
Revenir en haut Aller en bas
Invité
Invité



MessageSujet: Re: Tan ba'r bern plouz   Mar 18 Sep - 15:17

Sed ahè an traoù laret genin : An hini a houll, hag an heni a respont :

http://media.putfile.com/Tan-Bar-Bern-Plous
Revenir en haut Aller en bas
hern
Vizitour kustum / Habitué


Nombre de messages: 102
Age: 22
Léh / Localisation: bro dreger
Date d'inscription: 27/02/2006

MessageSujet: Re: Tan ba'r bern plouz   Mar 18 Sep - 17:19

Konterien mat zo du-mañ bopred! Shocked Embarassed
Revenir en haut Aller en bas
Voir le profil de l'utilisateur En ligne
Kado
Vizitour kustum / Habitué


Nombre de messages: 468
Date d'inscription: 19/05/2007

MessageSujet: Re: Tan ba'r bern plouz   Mar 18 Sep - 17:33

salut
C'hwi 'oüia penaos lakaad buhez 'n ur gontadenn,

Kado.
Revenir en haut Aller en bas
Voir le profil de l'utilisateur
Ostatu
Vizitour kustum / Habitué


Nombre de messages: 327
Date d'inscription: 15/02/2008

MessageSujet: Re: Tan ba'r bern plouz   Mar 25 Mar - 23:27

Invité a écrit:

- Un abardé oa krog an tan ba’r bern plouz, an dud oa oh ober labour toud, med memes-tra n-eu’-int gwelet ur vogedenn o sevel, ha pé m-amp gwelet ur vogedenn o sevel oamp êt da wel’ pe-tra oa,

ha [...] oam bet é tenna dour, ha kass ‘n dour da chéta war ‘r plouz.



Une petite remarque :

il faut que tu sois cohérent, soit tu écris "o", soit tu écris "é". Car je doute qu'il utilisait les deux formes. Et d'ailleurs, comment est prononcé cette particule verbale à Plouyé lorsqu'elle n'est pas élidée ?
Revenir en haut Aller en bas
Voir le profil de l'utilisateur
jolback
Vizitour kustum / Habitué


Nombre de messages: 480
Date d'inscription: 23/02/2008

MessageSujet: Re: Tan ba'r bern plouz   Mer 26 Mar - 12:44

Si je l'ai écrit comme ça, c'est qu'il le dit comme ça. ÇA n'a rien avoir avec le fait d'être cohérent, je me contente de retranscrire ce que j'entends.

C'est une histoire d'euphonie je pense

oh ober

é sevel

Oui les deux sont employés à Plouyé
Revenir en haut Aller en bas
Voir le profil de l'utilisateur http://ubuntu-evel-hoari.blogspot.com/
 

Tan ba'r bern plouz

Voir le sujet précédent Voir le sujet suivant Revenir en haut 
Page 1 sur 1

Permission de ce forum:Vous ne pouvez pas répondre aux sujets dans ce forum
BREZHONEG AR BOBL - BRETON ER BOBL - Le breton authentique :: Istoérieu é breton - Istorioù e brezoneg - Histoires en breton-
Poster un nouveau sujet   Répondre au sujet