BREZHONEG AR BOBL - BRETON ER BOBL - Le breton authentique

Le breton bio, garanti sans mot chimique ni OLGM (Organisme Linguistique Génétiquement Modifié)
 
AccueilAccueil  ­FAQFAQ  ­RechercherRechercher  ­S'enregistrerS'enregistrer  ­MembresMembres  ­GroupesGroupes  ­ConnexionConnexion  
Poster un nouveau sujet   Répondre au sujetPartager | 
 

 Zant-Per, Jesus, ar pôt' pian hag ur boned

Voir le sujet précédent Voir le sujet suivant Aller en bas 
AuteurMessage
jolback
Vizitour kustum / Habitué


Nombre de messages: 480
Date d'inscription: 23/02/2008

MessageSujet: Zant-Per, Jesus, ar pôt' pian hag ur boned   Ven 5 Juin - 12:00

Ar rismodell-mañ zo da jilaou amañ

Kontet é bet din ga' Denise, mamm-gozh ma gamarades, ba Rostrenn n'eus ket pell zo. Plij' a ray dèc'h michañs

Or wech oa or pôt' pian a oè é fessed i zaout ba'r prad, ha ba'r prad oa or pezh riñvier ha' drẽmene, da dreujiñ ar prad. Ha oè erru Jesus da dremen, ha oa ket 'vid treujiñ ër riñvier. Ha 'r pôt' pian a lare d'hañ :

- Ma 'p-eus c'hoant mi zikouro 'han'h da dreujañ 'nehi, p-eus ken dond war ma diskoé, ma diskoa... Ha mi dreujo ar riñvier ganac'h.

Ha oa waet... Jesus oè war diskoé ër pôt' pian. Ha pé an-a treujet ër riñvier, eh beñ, Jesus n-a lar' t'hañ :

- Brõm' p-eus ke' 'med ô'r or veu, ha me rey dac'h pezh 'p-eus c'hoant da gaoud

Ha 'r pôt' pian reflechisse... ha lare :

- Me vefe kontant da gaoud or boned, ha pé chetfen 'n'hañ dreist da ma vhenn, ba lec'h goue'o, eh beñ vo droed da ajel, m-o droed da ajel war ër boned.

- Ha feiz, lar dahoñ, goull'd on dra bennaket guelloc'h evi' ze memestra! Goull'd ar barados 'vit hou ine

- Bara-douss, bara-douss... mi m-eus bara-douss a-walc'h ba'r gêr ! Mamm a laka tamm holen ba'r bara, ha ve ke' med bara-douss ha bara-douss delc'hmad... mi n'houllan ket bara-douss, mi fanka or boned din!

- Boñ, beñ, fanka or boned dac'h... a beñ vo roeit or boned dac'h.

Ha n-a bet or boned. Ha, 'benn or penned goude, oè mar' ar pôt' pian. Ha pé oa maro, pé oè eañ ba toull an noñr ër barados, Zant-Per houlle gantañ :

- Me'... petra fanka dac'h ?
- Me, mi fanka din mond d'ër barados
- A ya, me' pé vise lar't tac'h goull barados 'vit hou ine a lareh houlleh ket bara-douss, ho mamm rê bara-douss 'walc'h ba'r gêr gis-se
- Oh... beñ lesk ahan'n
- A nann, nann, nann! 'p-eus ket droad da gaoud barados
- Ma! diskoiñ ën noñr din, digor ën noñr memestra ha' welin pessar mod 'mañ 'barzh pé 'm-eus ket droad d'hond barzh

Ha pé oé digor't an noñr : Ër pôt' pian 'hasta vhonnus chitou i boned barzh. Ha gis-se vo lesket 'nahoñ d'ond war i boned, ha chomet war i boned war-lerc'h ba'r barados.


Deuh pezh 'n-eus laret Denise din : Zant-Kristof an-heñi é ar pôt' pian

*Divanket ga'r pezh 'n-eus laret YannB hag Abrobin din. Mersi dehe o-daou


Dernière édition par jolback le Lun 5 Oct - 0:01, édité 8 fois
Revenir en haut Aller en bas
Voir le profil de l'utilisateur http://ubuntu-evel-hoari.blogspot.com/
YannB
Barbotér(éz) / Bavard(e)


Nombre de messages: 36
Date d'inscription: 13/04/2008

MessageSujet: Re: Zant-Per, Jesus, ar pôt' pian hag ur boned   Sam 6 Juin - 11:52

Ha we'er = ha 'oé èrr(u) ?
benn welin s'hag amañ ' = hag é welin pessa (/pesseurt) mod 'mañ barz
Revenir en haut Aller en bas
Voir le profil de l'utilisateur
jolback
Vizitour kustum / Habitué


Nombre de messages: 480
Date d'inscription: 23/02/2008

MessageSujet: Re: Zant-Per, Jesus, ar pôt' pian hag ur boned   Sam 6 Juin - 18:56

YannB a écrit:
Ha we'er = ha 'oé èrr(u) ?


Ya matresse... Kontet 'n-eus ar rismodell diw wech din, hag ar wech keñtañ 'n-a bet laret : Ha Jesus wèr (oè err' ?) da drẽmen...

N'oûnn ket re neuhe... Petra joñj dit?

YannB a écrit:
benn welin s'hag amañ ' = hag é welin pessa (/pesseurt) mod 'mañ barz


A ya Smile Kompreñet mad ganez.

Un dra zo da remerkañ ga'r brezhoneg a teu gant Denise, deus Kergrist é houmañ, é chom ba Rostrenn bremañ. Ha dehi é gwellac'h brezhoneg an norzh 'vid heñi ar sud, un tamm pezh vé kredet gant kalz brezhonegerien a-gozh, bet klevet ar memes tra un tamm partoud : Seul pelloc'h ba'n norzh, deus tu koste bro-Leon, seul gwelloc'h ar brezhoneg. Ha ba'r rismodell 'n-eus delc'het he c'homz, ha cheñchet he mod da zisklipañ serten girioù (diskoé (S) / --> diskoa (N))

'N-im houll a ran deus pelec'h a teu an tamm kredenn-mañ, ha 'blam' betra ?...
Revenir en haut Aller en bas
Voir le profil de l'utilisateur http://ubuntu-evel-hoari.blogspot.com/
Abrobin
Vizitour kustum / Habitué


Nombre de messages: 289
Date d'inscription: 20/10/2007

MessageSujet: Re: Zant-Per, Jesus, ar pôt' pian hag ur boned   Sam 6 Juin - 20:33

Citation:
'N-im houll a ran deus pelec'h a teu an tamm kredenn-mañ, ha 'blam' betra ?...

Brezhoneg an ilis, moarvad...

Un nebeud faotchoù ba ho transkripcïon, da ma sonj :

or pezh riñvier a dremene --> or pezh riñvier ha(g a) dremene

Ar pôt' pian a lare -> Ha ar pôt ...

- Bon p-eus ke' 'med ô'r or veu, -> Brõmm (=Bremañ) p-eus ...

Mamm a laka tamm holen --> Mamm a laka ket (etré [kë] ha [tchë]) holen

pé oè ea da toull an noñr d'ar barados ---> pé oè eañ ba toull an noñr ar barados

ouzhpenn an traoù-sen, ne zistag ked nehi lip-ha-lip gis peus skrivet : ne lâr ked nehi "vi" ("ui"), "ar" ("ë"), etc.

Ur gontadenn konted-braw, a-hend-äll. Merci deoqh !

_________________
» Brezhonegerion Vintage
Revenir en haut Aller en bas
Voir le profil de l'utilisateur http://www.wat.tv/recent/Abrobin
jolback
Vizitour kustum / Habitué


Nombre de messages: 480
Date d'inscription: 23/02/2008

MessageSujet: Re: Zant-Per, Jesus, ar pôt' pian hag ur boned   Lun 8 Juin - 11:33

Mersi dit Abrobin.

Mod-mañ 'n-im rentan kont penaos lar é sterd be' ressis 'n-or drañskrivañ. Braw kaoud on añrejistramant ahe

Petramed te ouiefe petra 'n-eus laret en-gwir pé 'n-eus disklipet an dra-mañ ba penn keñtañ ar gontadenn ahe ?

Ha wèr* Jesus da dremen...

Normalamant vo kontadennoù, fars ha traoù all azhpenn ganti 'benn nebeud, houmañ a blij dehi kalz kontañ traoù en brezhoneg ; ha be añrejistret : ne ra vhorzh, ha 'n-eus an aer da ve' didüet ga'n dra-he memes Smile
Revenir en haut Aller en bas
Voir le profil de l'utilisateur http://ubuntu-evel-hoari.blogspot.com/
Abrobin
Vizitour kustum / Habitué


Nombre de messages: 289
Date d'inscription: 20/10/2007

MessageSujet: Re: Zant-Per, Jesus, ar pôt' pian hag ur boned   Lun 8 Juin - 16:59

Marsen walqh emà "oa erru".
Amañ meus lakaet penn-kentañ ur gontadenn deus Groñvel (Komz n°6) leqh vex klewet un dra tost-tre, transkrivet : "Hag un devezh eo erru tro Yann ..." (fin ma fennad)

Mes un dra äll zo, da 0'30", komprenet gant Le Clerc : "a oa ret da Yann dont d'ober e goñjer"

_________________
» Brezhonegerion Vintage
Revenir en haut Aller en bas
Voir le profil de l'utilisateur http://www.wat.tv/recent/Abrobin
jolback
Vizitour kustum / Habitué


Nombre de messages: 480
Date d'inscription: 23/02/2008

MessageSujet: Re: Zant-Per, Jesus, ar pôt' pian hag ur boned   Lun 8 Juin - 18:51

Oè err(u) tro Yann...

Ya ga'd an heñi-mañ é sklaerroc'h on tamm bi'n, ledanikac'h ar gomz gantoñ ahe. Din-me é memestra pezh zo bet laret ga'd an daou neuhe.
Revenir en haut Aller en bas
Voir le profil de l'utilisateur http://ubuntu-evel-hoari.blogspot.com/
 

Zant-Per, Jesus, ar pôt' pian hag ur boned

Voir le sujet précédent Voir le sujet suivant Revenir en haut 
Page 1 sur 1

Permission de ce forum:Vous ne pouvez pas répondre aux sujets dans ce forum
BREZHONEG AR BOBL - BRETON ER BOBL - Le breton authentique :: Istoérieu é breton - Istorioù e brezoneg - Histoires en breton-
Poster un nouveau sujet   Répondre au sujet