Salud d'an holl. C'hoant am behe gouiet hag implijet e vez ar penn-verb "ad-" e bro-Gwened, ma 'peus skouerioù da reiñ din. Evit ar vro uhel e ouian ne vez ket implijet forzh, nemet e gerioù skornet èl "ato" pe marse re arall, met marse ema bevoc'h d'an tu arall ag ar Blañvoezh ? Pe er leinioù-se (Pondi, Klegereg...) ?
E gwirionez ma goulenn a zo a-ziàr daou dra: ar verboù (da ouiet din ne raomp ket èl ba bro-Dreger "addont", "adsevel"... met kazi dalc'hmat get "en-dro", "arre". Ha neuze an anvioù: un adto; un adkarr, un adti ?