Amañ eh an da lakaat un nebeut gerioù ha troiennoù bet lennet din e levrioù kozh pe koshoc'h, da ouiet hag implijet e vezont hiniv-an-deiz pe pas, hag e-menn.
ér salead-se, ér saléad-hont (én amzér-hont); klevet em eus get unan a gostez Gregam, met unan a zo bet é studiiñ breton er seminer pa oar yaouank, neuze n'on ket sur e vez lâret...)
"un ten min en doé lahet étal d'hou er brér-sé, ha lusket lemel er vuhé get hou ean memb."
ar verb "luskiñ (gober)" get ar sinifiañs "faillir (faire qqch) ho peus klevet en un tu bennak ?
Ne vo ket achuet an tazoù ! : on peut encore attendre longtemps; e-menn e vez implijet ?
a-zifezh-kaer (résolument)
hrevez-an-dailh (kavet stank get Herrieu): "seblant a ra", "klevet em eus komz..."
a-hahuèh (a adwezh): un eil gwezh
ar en drébat-se: dans le même temps
a drebad er blé 857 bet er blé 874 (depuis; cf a-zrebi ?)
en drebad ma oé Annas ha Kaïf belean vras (Aviel Olliereu)
(d'ar) paravi: à qui mieux mieux / autant qu'il peut
hemb som; hag ar ger som dre vras
Boñ, setu; gortoz a ran ho respontoù !